
Minorelezh : ur ger hag a guzh ar galloud
Er bloavezhioù 1980, e Suafrika, ar re Zu ac'h ae d'ober 80 % eus ar boblañs, tra ma n’ae ar re Wenn d'ober nemet un 10 % bennak. Ha koulskoude eo ar re Zu a veve evel ur vinorelezh... Penaos eo posupl kement-se? Abalamour ma n'eo ket diazezet ar fed da vezañ ur « vinorelezh » war niver an dud, met war an darempredoù galloud. Er gronikenn-mañ e tizoloimp ar pezh a vez kuzhet gant ar ger-se hag ar pezh a vez lakaet da vezañ reizh, sañset. Ha komz a rimp eus ur mod all da welout an degouezhioù mestroniezh, gant ar prederour Antonio Gramsci.
Audio and video play straight from the show's own hosting. PodSubs stores and serves no media.
