Skip to content
PodSubs
ShowsPeopleGuestsJobsNewsEvents
More
BlogPodCred
Menu
ShowsPeopleGuestsJobsNewsEventsBlogPodCredNetworksSign in
Join nowSign in
  • Shows
  • People
  • Jobs
  • News
  • More
    • Guests
    • Events
    • Blog
    • PodCred
    • Networks
    Join nowSign in

Soñjoù dishual

Soñjoù dishual artwork

Daoust ha disentus eo ar Vretoned ?

Sep 19, 202638 minAudioSeason 1, Episode 2
ShareXLinkedInFacebookWhatsAppEmail

Eus ar Vretoned e vo komzet e studiadenn-skouer gentañ « Soñjoù dishual ». A-hed ar c'hantvedoù - adalek kronikourien ar Grennamzer betek farsadennoù Pierre Desproges, en ur dremen dre skridoù Hugo ha Balzac - zo bet savet eus ar Vretoned skeudenn ur bobl emsaverien. Start da c’houarn hag aheurtet. Diazezet eo ar skeudenn-mañ war stourmoù hag a zo bet dioute da vat. Met an istor a ziskouez e c’hell ivez ar Vretoned plegañ dirak an aotrouniezh, pa vefe o tont eus an Iliz pe eus ar Stad. Neuze, daoust hag-eñ eo ken disentus-se ar Vretoned? Kentoc'h arlivet e vo ar respont.

Audio and video play straight from the show's own hosting. PodSubs stores and serves no media.

Hosts and Guests

Nobody is credited on this episode yet.

Credit the people on this episode

Be the first to rate this episode

More episodes

All episodes
  1. Ar minorelezhioù broadel

    Nov 14, 202632 minAudio

    Ez-ofisiel, n’eus tamm minorelezh vroadel ebet er Frañs. An Elzasiz, an Euskariz, ar Vretoned, ar Gorsikaned, an Okitaned, Amerindianed Gwiana, ar Vahorezed hag ar Bolinezianed n’eus ket dioute evel strolladoù tud....

    Credit the people on this episode

  2. Peseurt feulster ?

    Oct 31, 202631 minAudio

    Abaoe miz Gwengolo ’vez gwelet liseidi ha studierien o vanifestiñ er straedoù evit kaout muioc’h a gelennerien ha kondisionoù labour gwelloc’h. Goull a reont e vefe gouestlet muioc’h a arc’hant d’an deskadurezh gant ar...

    Credit the people on this episode

  3. Skol ar Republik : deskiñ sentiñ ?

    Oct 17, 202639 minAudio

    Daoust ha ne servij ar skolioù nemet da gelenn d’ar vugale, da zigeriñ anezhe war ar bed ha da zieubiñ o spered? Er gronikenn-mañ e komzimp eus palioù ken pouezus all, ma n’eo ket muioc’h: stummañ sitoaianed sentus,...

    Credit the people on this episode

  4. Minorelezh : ur ger hag a guzh ar galloud

    Oct 3, 202632 minAudio

    Er bloavezhioù 1980, e Suafrika, ar re Zu ac'h ae d'ober 80 % eus ar boblañs, tra ma n’ae ar re Wenn d'ober nemet un 10 % bennak. Ha koulskoude eo ar re Zu a veve evel ur vinorelezh... Penaos eo posupl kement-se?...

    Credit the people on this episode

  5. Perak « Soñjoù dishual » ?

    Sep 5, 202617 minAudio

    Abadenn gentañ « Soñjoù dishual ». Perak e sentomp ouzh galloudoù hag a lavar dileuriañ ac'hanomp, pa gemeront an divizoù en hon flas? Er gronikenn gentañ-mañ e lakomp diazezoù un enklask e teir lodenn hag a bado meur a...

    Credit the people on this episode