Skip to content
PodSubs
ShowsPeopleGuestsJobsNewsEvents
More
BlogPodCred
Menu
ShowsPeopleGuestsJobsNewsEventsBlogPodCredNetworksSign in
Join nowSign in
  • Shows
  • People
  • Jobs
  • News
  • More
    • Guests
    • Events
    • Blog
    • PodCred
    • Networks
    Join nowSign in

Soñjoù dishual

Soñjoù dishual artwork

Peseurt feulster ?

Oct 31, 202631 minAudioSeason 1, Episode 5
ShareXLinkedInFacebookWhatsAppEmail

Abaoe miz Gwengolo ’vez gwelet liseidi ha studierien o vanifestiñ er straedoù evit kaout muioc’h a gelennerien ha kondisionoù labour gwelloc’h. Goull a reont e vefe gouestlet muioc’h a arc’hant d’an deskadurezh gant ar gouarnamant. Klemm a reont ivez eus feulster ar polis, diskuliañ a reont an dizingalderioù sokial, hag hetiñ a reont e vefe muioc’h a zemokratelezh er vro. Koulskoude eo dreist-holl war ar feulster ez eus bet pouezet gant ar re o deus rentet kont eus stourm ar re youank-mañ. Met eus peseurt feulster e komzer? Ha peseurt feulster a c’hell bezañ reizh? An hini a zifenn an urzh diazezet pe an hini a sav a-enep dezhañ? Gant Max Weber, Hannah Arendt, Nelson Mandela ha Martin Luther King, e sell ar gronikenn-mañ ouzh monopol ar Stad war ar « feulster reizh »; goude-se en em c’houll hag-eñ eo efedus feulster ar stourmerien, ha peseurt riskloù a zo liammet outañ. Hag er fin en em harp war enklaskoù skiantoù politikel nevez evit studiañ promesaoù ha bevennoù an nann-feulster.

Audio and video play straight from the show's own hosting. PodSubs stores and serves no media.

Hosts and Guests

Nobody is credited on this episode yet.

Credit the people on this episode

Be the first to rate this episode

More episodes

All episodes
  1. Ar minorelezhioù broadel

    Nov 14, 202632 minAudio

    Ez-ofisiel, n’eus tamm minorelezh vroadel ebet er Frañs. An Elzasiz, an Euskariz, ar Vretoned, ar Gorsikaned, an Okitaned, Amerindianed Gwiana, ar Vahorezed hag ar Bolinezianed n’eus ket dioute evel strolladoù tud....

    Credit the people on this episode

  2. Skol ar Republik : deskiñ sentiñ ?

    Oct 17, 202639 minAudio

    Daoust ha ne servij ar skolioù nemet da gelenn d’ar vugale, da zigeriñ anezhe war ar bed ha da zieubiñ o spered? Er gronikenn-mañ e komzimp eus palioù ken pouezus all, ma n’eo ket muioc’h: stummañ sitoaianed sentus,...

    Credit the people on this episode

  3. Minorelezh : ur ger hag a guzh ar galloud

    Oct 3, 202632 minAudio

    Er bloavezhioù 1980, e Suafrika, ar re Zu ac'h ae d'ober 80 % eus ar boblañs, tra ma n’ae ar re Wenn d'ober nemet un 10 % bennak. Ha koulskoude eo ar re Zu a veve evel ur vinorelezh... Penaos eo posupl kement-se?...

    Credit the people on this episode

  4. Daoust ha disentus eo ar Vretoned ?

    Sep 19, 202638 minAudio

    Eus ar Vretoned e vo komzet e studiadenn-skouer gentañ « Soñjoù dishual ». A-hed ar c'hantvedoù - adalek kronikourien ar Grennamzer betek farsadennoù Pierre Desproges, en ur dremen dre skridoù Hugo ha Balzac - zo bet...

    Credit the people on this episode

  5. Perak « Soñjoù dishual » ?

    Sep 5, 202617 minAudio

    Abadenn gentañ « Soñjoù dishual ». Perak e sentomp ouzh galloudoù hag a lavar dileuriañ ac'hanomp, pa gemeront an divizoù en hon flas? Er gronikenn gentañ-mañ e lakomp diazezoù un enklask e teir lodenn hag a bado meur a...

    Credit the people on this episode