Enklaskoù « Splann ! » da selaou

Lizher-kelaouiñ : Tost echu eo gant Kerliver #31
Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno: Fokus « Splann! » Distro-skol diwezhañ evit kreizenn Kerliver e Hañveg; Lakaet fall ar Veajourien ‘gaoz d’an diouer a rakwel àr an hin; Dastumet evidoc’h Bannieloù JA hag FDSEA staget àr dorioù-porzh ar lazhti Socopa e Gwengamp; Emrenerezh a-fed boued: ankiet eo ar c’honf ha Kevre ar labourizion bio; Embannet ur sintezenn àr impakt ar mengleuzioù àr an endro get an OFB; Er podkast mañ e vez klevet ivez deiziataer « Splann! » hag doéré ar raktresoù e-taldoc’h. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg: Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù: les lectures de « Splann! », les docus de « Splann! » et les entretiens de « Splann! ». 💸 « Splann! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken. ✒️ Titouroù da gas deomp? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet. 👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial: Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, TikTok, Bluesky, Threads, X et YouTube. 📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg!
Audio and video play straight from the show's own hosting. PodSubs stores and serves no media.
