Skip to content
PodSubs
ShowsPeopleGuestsJobsNewsEvents
More
BlogPodCred
Menu
ShowsPeopleGuestsJobsNewsEventsBlogPodCredNetworksSign in
Join nowSign in
  • Shows
  • People
  • Jobs
  • News
  • More
    • Guests
    • Events
    • Blog
    • PodCred
    • Networks
    Join nowSign in

Enklaskoù « Splann ! » da selaou

Enklaskoù « Splann ! » da selaou artwork

En eskopti Gwened, doareoù nevez ar relijion gatolik a c’hiz kozh | Peoc'h ba'l loch ! gant RTG

Oct 7, 202644 minAudio
ShareXLinkedInFacebookWhatsAppEmail

E-barzh an abadenn-mañ hon eus lakaet ar gaoz gant Tomaz Laken war lodenn gentañ enklask « Splann! »: « En eskopti Gwened: doareoù nevez ar relijion gatolik a c’hiz kozh: Feiz e Breizh, pirc’hirinañ evit gounit tud d’o mennozhioù ». Da gomañs: abalamour da betra enklaskiñ war dachenn eskopti Gwened? Kozh a-walc’h eo an istor. Daou vloaz zo en doa remerket Julien Meffre war ar rouedadoù X e yae ur bern tud eus ar Strollad PNB da birc’hirinañ war hentoù Feiz ha Breizh. Bro-Gwened hag e derouer zo ur vro hep he far pa gaozer eus ar relijion gristen: douetus eo an departamant nemetañ e-lec’h ma ya war-gresk an dud en em zisklêr katoliked. Ouzhpenn-se, dav eo kompren eo eskopti Gwened ur vro mirour a-gozh: hervez unan eus ar veleien aterset gant « Splann! » e ranker delc’her soñj eo ganet ar skourr « tradi » e eskopti Gwened. An Aotroù Lefebvre, saver breuriez Sant Pie X, zo bet stummet gant an abad Berto, ur beleg genidig eus ar Morbihan hag en doa savet kumuniez c’hoarezed Pont-Kalleg. Ar pezh en deus souezhet an enklaskerien: kavout a reer kalzig a royalisted e-touez strolladigoù tu-dehoù radikal a vez tro-dro Gwened. Da c’houde eo bet lakaet ar gaoz war ar pelerinaj Feiz e Breizh e-unan. Hemañ zo heñvel ouzh unan brasoc’h: hini Chartres hag a vod ar gristenien « identitaire ». Feiz ha Breizh a zegouezh atav e Santez-Ana-Wened. A vloaz da vloaz e kresk an niver a birc’hirined. Abaoe pemp bloaz zo e kaver pennoù bras eus un dehoù pellañ, deus Breizh ha Frañs a-bezh. Moarvat diwar intrudu Korentin Denis, unan eus diazezourien ar pelerinaj-mañ, a zo deuet da vezañ penn bras ar pelerinaj.. E-touez ar chabistroù (strollad tud o vale asambles) e kaver strolladigoù gwall vrudet e-giz Academia Christiana ha SOS Chrétiens d’Orient. E-touez ar-re-se e kaver tud eus metoù an tu dehoù radikal bras hag a c’hell bezañ feulz evit lod anezho. A-benn ar fin e soñjer met penaos e c’hell klotañ an dro-spered mañ gant an aviel? Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg: Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù: les lectures de « Splann! », les docus de « Splann! » et les entretiens de « Splann! ». 💸 « Splann! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken. ✒️ Titouroù da gas deomp? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet. 👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial: Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, TikTok, Bluesky, Threads, X et YouTube. 📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg!

Audio and video play straight from the show's own hosting. PodSubs stores and serves no media.

Hosts and Guests

Guests

  • Julien Meffre Reporter Feed-stated
  • Tomaz Laken Reporter Feed-stated

Credit the people on this episode

Be the first to rate this episode

More episodes

All episodes
  1. Eskopti Gwened : stourmerien an identelezh oc’h ober o reuz | Sofa gant Radio BOA 3/3

    Nov 16, 202614 minAudio

    Enklask nevez Splann! diwar-benn an tu-dehoù pellañ en eskopti Gwened. Julien Meffre ha Pierre-Yves Bulteau o deus enklasket, a benn da gomprenn petra a c’hoarvez en eskopti, ha petra eo ar liammoù get an tu-dehoù...

    Credit the people on this episode

  2. Eskopti Gwened : un eskob bet « dibaseet » gant an tu dehoù hag ur « person CNews » I Sofa gant Radio BOA 2/3

    Nov 9, 202616 minAudio

    Enklask nevez Splann! diwar-benn an tu-dehoù pellañ e eskopti Gwened. E 2005 e oa bet anvet an Aotrou ‘n eskob Centène gant ar pab. Abaoe neuze, an den didrouz-se en deus laosket e eskopti da zegemer lod eus ar...

    Credit the people on this episode

  3. Lizher-kelaouiñ : douaroù labour-douar takad kizidik, labouret en intañsif #33

    Nov 4, 202615 minAudio

    Petra zo nevez hervez Splann! e miz Here? Un abadenn gant Enora Molac ha Caroline Trouillet. Fokus Splann! Etre Sant-Maloù ha Kankavenn: douaroù labour-douar takad kizidik, labouret en intañsif. Dastumet evidoc’h Ur «...

    Credit the people on this episode

  4. Eskopti Gwened : Feiz e Breizh, pirc’hirinañ evit gounit tud d’o mennozhioù | Sofa gant Radio BOA 1/3

    Nov 2, 202616 minAudio

    Enklask nevez Splann diwar-benn an tu-dehoù pellañ en eskopti Gwened. En ur labourat war pardon Feiz e Breizh eo, en doa komprenet ar c’hazetenner Julien Meffre e oa ur sujed donnoc’h d’ober. Tudennoù “identitaires”...

    Credit the people on this episode

  5. Lizher-kelaouiñ : Ur metanizer skouerenn... lakaet diaes #32

    Sep 30, 202610 minAudio

    Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno: Fokus « Splann! » Ur metanizer skouerenn… lakaet diaes Atersadenn krouer Odour.live, kartografiezh ar c’hwezh-flaer er...

    Credit the people on this episode