Enklaskoù « Splann ! » da selaou

Lizher-kelaouiñ : douaroù labour-douar takad kizidik, labouret en intañsif #33
Petra zo nevez hervez Splann! e miz Here? Un abadenn gant Enora Molac ha Caroline Trouillet. Fokus Splann! Etre Sant-Maloù ha Kankavenn: douaroù labour-douar takad kizidik, labouret en intañsif. Dastumet evidoc’h Ur « guichet unique » evit ar c’hleuzioù lakaet e plas ar miz paset; 1.000 den o vanifestiñ etre An Naoned ha Kernitron al Lann enep un toull bac’h evit an dud dibaper; Sec’hor e Penn-ar-Bed; Souten bras ‘zo d’ar studier ag Aod an Olifant Vassiriki Doumbia, e-dan OQTF e Sant Albin an Hiliber. Er podkast mañ e vez klevet ivez deiziataer « Splann! » hag doéré ar raktresoù e-taldoc’h. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg: Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù: les lectures de « Splann! », les docus de « Splann! » et les entretiens de « Splann! ». 💸 « Splann! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken. ✒️ Titouroù da gas deomp? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet. 👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial: Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, TikTok, Bluesky, Threads, X et YouTube. 📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg!
Audio and video play straight from the show's own hosting. PodSubs stores and serves no media.

