Skip to content
PodSubs
ShowsPeopleGuestsJobsNewsEvents
More
BlogPodCred
Menu
ShowsPeopleGuestsJobsNewsEventsBlogPodCredNetworksSign in
Join nowSign in
  • Shows
  • People
  • Jobs
  • News
  • More
    • Guests
    • Events
    • Blog
    • PodCred
    • Networks
    Join nowSign in

Enklaskoù « Splann ! » da selaou

Enklaskoù « Splann ! » da selaou artwork

E Breizh emañ an amoniak o lazhañ didrouz #1

Feb 2, 202430 minAudio
ShareXLinkedInFacebookWhatsAppEmail

Pet a dud a varv abalamour d’an amoniak e Breizh? Diwar al labour-douar e sav ar gaz-mañ evit 95 % anezhañ. Ha hemañ orin eus ur saotradur bras en aer, gant elfennoù moan, orin eus krign-bev ha kleñvedoù ar galon hag ar gwazhioù. Poent bras eo plediñ gant se evit yec’hed an holl hag an endro, met daoust da se eo dister ken ha ken an ostilhoù eveshaat en Breizh. Ha se dre na vez ket postet trawalc’h a arc’hant foran en se. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg: Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù: les lectures de « Splann! », les docus de « Splann! » et les entretiens de « Splann! ». 💸 « Splann! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken. ✒️ Titouroù da gas deomp? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet. 👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial: Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, TikTok, Bluesky, Threads, X et YouTube. 📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg!

Audio and video play straight from the show's own hosting. PodSubs stores and serves no media.

Hosts and Guests

Guests

  • Gwenvaël Delanoë Reporter Feed-stated
  • Tomaz Laken Reporter Feed-stated

Credit the people on this episode

Be the first to rate this episode

More episodes

All episodes
  1. Eskopti Gwened : stourmerien an identelezh oc’h ober o reuz | Sofa gant Radio BOA 3/3

    Nov 16, 202614 minAudio

    Enklask nevez Splann! diwar-benn an tu-dehoù pellañ en eskopti Gwened. Julien Meffre ha Pierre-Yves Bulteau o deus enklasket, a benn da gomprenn petra a c’hoarvez en eskopti, ha petra eo ar liammoù get an tu-dehoù...

    Credit the people on this episode

  2. Eskopti Gwened : un eskob bet « dibaseet » gant an tu dehoù hag ur « person CNews » I Sofa gant Radio BOA 2/3

    Nov 9, 202616 minAudio

    Enklask nevez Splann! diwar-benn an tu-dehoù pellañ e eskopti Gwened. E 2005 e oa bet anvet an Aotrou ‘n eskob Centène gant ar pab. Abaoe neuze, an den didrouz-se en deus laosket e eskopti da zegemer lod eus ar...

    Credit the people on this episode

  3. Lizher-kelaouiñ : douaroù labour-douar takad kizidik, labouret en intañsif #33

    Nov 4, 202615 minAudio

    Petra zo nevez hervez Splann! e miz Here? Un abadenn gant Enora Molac ha Caroline Trouillet. Fokus Splann! Etre Sant-Maloù ha Kankavenn: douaroù labour-douar takad kizidik, labouret en intañsif. Dastumet evidoc’h Ur «...

    Credit the people on this episode

  4. Eskopti Gwened : Feiz e Breizh, pirc’hirinañ evit gounit tud d’o mennozhioù | Sofa gant Radio BOA 1/3

    Nov 2, 202616 minAudio

    Enklask nevez Splann diwar-benn an tu-dehoù pellañ en eskopti Gwened. En ur labourat war pardon Feiz e Breizh eo, en doa komprenet ar c’hazetenner Julien Meffre e oa ur sujed donnoc’h d’ober. Tudennoù “identitaires”...

    Credit the people on this episode

  5. En eskopti Gwened, doareoù nevez ar relijion gatolik a c’hiz kozh | Peoc'h ba'l loch ! gant RTG

    Oct 7, 202644 minAudio

    E-barzh an abadenn-mañ hon eus lakaet ar gaoz gant Tomaz Laken war lodenn gentañ enklask « Splann! »: « En eskopti Gwened: doareoù nevez ar relijion gatolik a c’hiz kozh: Feiz e Breizh, pirc’hirinañ evit gounit tud d’o...

    Credit the people on this episode